Giaour

Taolenn 1826 gant Eugène Delacroix, Stourm ar Giaour hag Hassan.

Giaour pe Gawur (turkeg: gâvur; perseg: گور‎‎ gaur, albaneg: Kaur) zo ur gunujenn, a dalvez kement ha "difeiz". Implijet e veze ar ger-se en Impalaeriezh Otoman, evit ober anv eus ar gristenien, evel an Ortodoksed er Balkanioù ha dre astenn-ster evit ober eus an holl re na oant ket muzulmaned.

An termeniñ kafir, gawur pe (u)rum (ar ger diwezhañ a dalveze kement ha "Gresian") a veze implijet er rolloù tailhoù evit ar gristenien ortodoks, dre vras hep meneg gouennel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search